Death

Death
Bro orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Death metal
Bloavezhioù oberiant 1983 betek 2001
Label(ioù) Combat Records
Relativity Records
Roadrunner Records
Nuclear Blast
Lec'hienn ofisiel www.emptywords.org

Izili Chuck Schuldiner †
Shannon Hamm
Scott Clendenin
Richard Christy
Izili bet er strollad Gwelet al listenn izeloc'h

Death a oa ur strollad Amerikan Death metal stummet e 1983. Stummer ar strollad, Chuck Schudiner, a zo gwelet evel pioner an death metal hag ar grindcore[1]. Pa 'z eo marv Schuldiner gant krign-bev an empenn e 2001 eo bet paouezet gant ar strollad[2].

Death a zo gwellet evel unan eus ar strolladoù gant ar muiañ a levezon war an death metal. Albom kentañ ar strollad, Scream Bloody Gore, a zo bet diskrivet evel "pimpatrom kentañ an death metal"[3] hag an "enroladenn kentañ death metal gwirion"[4]. Ur buhezskridour eus ar sonerezh en deus skriveet diwar-benn Schuldiner en ur lavarout e oa "Tad an Death Metal"[3]

Koulskoude, Schuldiner en deus dislavaret kement-mañ en ur ziskleriañ, e-pad un atersadenn gant Metal-Rules.com, "Ne gredan ket e dlefen lakaat war va chouk an holl traoù diwar-benn an death metal. N'on nemetken un den 'barzh ur strollad, ha krediñ a ran ez eo Death ur strollad metal."[5]

Stad an traoù e 2008 a oa 2 milion a albomoù gwerzhet er bed a-bezh, gant 500 000 eilad gwerzhet e miz Kerzu 2009, er Stadoù-Unanet nemetken, ar pezh en deus lakaet anezho e penn ar gwerzhioù evit ar pezh a-denn ouzh an death metal[6].

  1. Mancini, R. Death Frontman Chuck Schuldiner Dies, MTV.com, December 18, 2001 (accessed August 7, 2008)
  2. Grayson, M. Perry Precious Memories of Chuck Schuldiner, EmptyWords.org, 2001 (accessed June 21, 2009)
  3. 3,0 ha3,1 Allmusic.com Death Biography
  4. Aldis, N. & Sherry, J. Heavy Metal Thunder, 2006, San Francisco: Chronicle ISBN 0-8118-5353-5
  5. Renda, P. Chuck Schuldiner: The pain of a genius, Metal Rules, (accessed August 5, 2008)
  6. current SoundScan (retrieved December 11, 2009)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy