Deiz

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An deiz eo ar c'houlzad etre ar sav-heol hag ar c'huzh-heol (pe "serr-noz"), etre div noz, da lavaret eo prantadoù teñvalijenn. E-pad an deiz e weler sklaer ha luc'hus eo an oabl abalamour da c'houloù an Heol. Kemmañ a ra padelezh an deiz hervez ar c'houlz-bloaz hag al lec'h war an douar. Keit ha 6 miz e c'hall padout an deiz e daou benn an Douar.
Dre astenn eo an deiz (pe an devezh) un deiz hag un noz asambles, met ar c'houlzad a zo etre un eur resis hag ar memes hini er memes lec'h d'an antronoz (d'an deiz a zeu goude an noz). Ar seurt koublad deiz ha noz a vez implijet pa lavarer eus seizh deiz ar sizhun.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy