Du | |
Nav arliv du Bukit war pep liv da welout e voneg HTML | |
Bonegadur | |
HTML | #000000 pe #000 |
RGB | (0, 0, 0) |
CMYK | (0, 0, 0, 100) |
HSV | (0°, 0%, 0%) |
Ar skalfad gwelus (nm) |
Du a reer eus ar maeziad kromatek teñvalañ, hini livioù an traoù a skign nebeut-tre a c'houloù pe a euvr holl dalmoù gouloù ar skalfad gwelus.
E-pad pell ez eo bet laaet al liv du da enebour al liv gwenn en Europa ar C'hornôg : noz/deiz, marv/buhez, fall/mat, dic'hlan/glan hag all, padal ez eo an dilhad du arouez ar galloud abaoe ar Grennamzer. Adalek donedigezh ar moullañ e kreiz ar XVvet kantved ha goude kavadenn ar skalfad gwelus gant Isaac Newton daou c'hant vloaz diwezhatoc'h, an daou a voe tennet eus sterva ar ger "liv".