Edda e komz-plaen

Ar golo-se eus an Edda e komz-plaen a zeu eus un dornskrid savet en Island, savet gant Ólafur Brynjúlfsson e 1760 ( Copenhagen, Levraoueg ar roue). Diskouez a ra Odin, Heimdallr, Sleipnir ha elfennoù all eus mitologiezh Skandinavia.

An Edda e komz-plaen, anavezet ivez evel an Edda yaouankañ, Edda Snorri pe an Edda hepken, zo un oberenn islandeg a ya peder rann ouzh hec'h ober, enni arroudennoù eus barzhonegoù skaldek pe eddaek koshoc'h, hag a zanevell mojennoù eus mitologiezh Skandinavia. Soňjal a reer peurlliesaň e vije bet savet gant an istorour ha lenneg Snorri Sturluson a vevas en Island e-tro ar bloaz 1220.

Kregiñ a ra gant ur raklavar levezonet gant mennozhioù Evhemeros heuliet gant teir levrenn disheñvel : Gylfaginning (enni war-dro 20 000 ger), Skáldskaparmál (enni war-dro 50 000 ger) ha Háttatal (enni war-dro 20 000 ger). Seizh dornskrid, skrivet eus 1300 da 1600 pe war-dro, a zegas titouroù a dalvoudegezh. Pal ar skrid a oa reiñ d'ar varzhed ha d'al lennerien an tu da gomprenn soutilded ar werzaouriezh hengounel ha da intent ar ster kuzhet a-dreñv ar c'henningar a veze implijet er varzhoniezh skaldek.

Arabat eo meskañ anezhañ gant an Edda e gwerzennoù, ur barzhaz dizanv eus mammennoù hengounel koshoc'h dastumet tamm-pe-damm d'ar memes mare hag an Edda e komz-plaen en Island an XIIIvet kantved[1] Liammet eo an Edda e komz-plaen gant an Edda e gwerzennoù dre ma ra anv an Edda e komz-plaen eus barzhonegoù liesseurt dastumet el levr all evel mammennoù ar pezh a zanevell.[2].

  1. Faulkes (1995:XI).
  2. Byock (2006:IX).

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy