Elesbed

Elesbed zo un anv-badez brezhonek[1], deuet diwar an anv gallek Elisabeth, a orin hebreek, a zo bet brudet bras e Kornogeuropa dre ar Bibl, peogwir e oa anv mamm Yann ar Badezour. Ar stumm Elizabed a gaver e troidigezhioù an Aviel gant Maodez Glanndour[2], gant « Kenvreuriez ar Brezoneg »[3], gant Pêr Guichou[4]. Kar d'an anv Elesbed eo an anv Izabel.

  1. Meneget e Geriadur Hemon-Huon, 1993, 2002, 2005.
  2. Lk 1, Al Liamm, 1969, pp 135-138
  3. Aviel Jezuz-Krist : Hervez S. Vaze, S. Mark, S. Lukaz, S. Yann, Kastellin, Ar Skol dre Lizer, 1982, pp. 205-210.
  4. An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver, troet gant Pêr Guichou, ti embann Minihi Levenez, 2002, pp. 108-111.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy