Ellig

Diwar tresadenn Amphis. Troet gant ar strollad GAST! e 2014

An ellig, pe ar c'hwipig, pe c'hoazh ar c'hlitoris a zo anezhañ un organ sonnidik eus ar c'hourzh a vez kavet war c'horf an holl vronneged (estreget an ekidneed) ha daou spesad laboused (ar c'hasoar hag ar struskañval). Emañ etre ar muzelloù bras hag a-us d'ar muzelloù bihan.

Ar veskenn hag ar c'habellig eo rannoù diavaez an ellig. E-barzh ar c'horf e kaver peulioù an ellig, ar c'horf keviaouek ha bulboù rakkambr ar forzh a c'hellont bezañ perzh eus an ellig ivez.

Er c'hourzh emañ an ellig, gwarezet dindan ar muzelloù bras hag e traoñ ar c'haezour. En em gavout a ra ar muzelloù bihan asambles dindanañ.

Nervaouet stank eo an ellig, unan eus organoù kizidikañ korf un den eo, hag hini kizidikañ al lodenn genel.

Ar broudad kaset gant an atizañ a zegas chenchamantoù a bep seurt : lec'hiadenn gouzoug ar grozh, pH ar forzh, al lardigenniñ, oksigenañ, gwrezverk ar c'horf.

Ur roll pennañ en deus er broudad seksel hag ar blijadur seksel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy