Un emvuhezskrid a zo ur skrid ma talc'h un den sevel ennañ un dibunadur eus ul lodenn eus e vuhez. A-wechoù e c'houlenn harp un den all ma n'eo ket asur war e stil pe e varregezh war ar skritur. Pa vez buhezskridoù a zo skrivet gant un den diwar-benn un all, an emvuhezskrid evel ma weler diouzh e gerdarzh (em + v/buhez + skrid) a dalvez evit ur buhezskrid savet gant un den diwar e benn dezhañ. Setu perak e rummataer an emvuhezskridoù dindan rummad lennegel ar buhezskridoù.
Meur a zoare danevelliñ e vuhez a c'hell bezañ hervez ar palioù a glask tizhout ar skrivagner hag e vezont meur a hini anezho asamblez peurvuiañ. Reiñ lufr d'e obererezhioù pe en em wennañ pe klask bezañ didamallet a zo palioù kavet stank en emvuhezskridoù koshañ.
Confessionnes Sant Eosten, eskop Hippona er IIIe kantved a zo o fal, koulz ha didamallañ ha klask prouiñ e c'hell un den diroll mont da du ar relijion kristen.
Emvuhezskridoù modern (Kofessionoù Jean-Jacques Rousseau da skouer) a endalc'h an imbroud-spered asamblez gant dibunañ poentoù pennañ e vuhez ha klask ar rebechoù ha ar burutelladennoù graet dezhañ ive.
Ret eo menegiñ e vez kalz a emvuhezskridoù diazezet war eñvor ar skrivagner ha eñvorennoù a zo an titl a vez implijet kalz e brezhoneg.
E yezhoù all e vez graet un diforc'h etre un emvuhezskrid hag un skrid diwar ar memor (mémoires e galleg ha memoirs e saozneg) pa vez an eil seurt techet da displegañ dre ar munut trivliadoù ha savboentoù ar skrivagner. Meur a bolitikour en deus kavet mat sevel levrioù hir eus ar seurt-se. (Paul de Gondi, kardinal Raez, ha Louis de Saint-Simon er XVIIvet kantved). Er XVIIIvet kantved e teuas er-maez skrid memorioù disanv a rae van bezañ bet skrivet gant likaourien, tudjentil pe gisti, hervez kont. Hag int o deus graet ur berz bras e-doug ur mare ma troe speredoù zo pell eus ar doareoù ober kozh.