Ent

Fangorn, Merry ha Pippin

An Ented (anvet Onodrim pe Enyd e sindarin) zo boudoù ijinet eus bed Douar ar c'hreiz krouet gant ar skrivagner breizhveurat J. R. R. Tolkien. Speredoù ar c'hoad int, krouadurioù dezho neuz gwez liesseurt, damheñvel ouzh ar gwez a gomz a gaver er vitologiezh en un niver a vroioù. O annez a reont e Koad Fangorn hag emañ Fangorn en o fenn. E-touez pobloù koshañ Douar ar c'hreiz emaint moarvat. Dont a ra o anv eus an hensaozneg, ma vez implijet ar ger ent pe eoten da envel ur « ramz », ur ouenn gevrinus a veze lakaet war he c'hont savadurioù divent ha kozh.

An Ented a weler en Aotrou ar gwalennoù zo mesaerien gwez ha kevredidi pobloù dieub Douar ar C'hreiz e-pad Brezel ar Walenn. D'ar mare-se ne oa Ent yaouank ebet (Entings) rak dianket e oa an holl vaouezed abaoe pell-kenañ. Kar eo an Ented d'an Huorned, zo deskrivet gant Treebeard evel gwez a zo krog da fiñval o-unan peotramant er c'hontrol, e-giz Ented a zeu da vezañ heñveloc'h-heñvelañ ouzh gwez gant an amzer.

Awenet gant Tolkien hag hengounioù damheñvel, gwez animated pe denheñvel zo bet gwelet en un niver a oberennoù fantazi.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy