Esperanteg

Esperanteg
(Esperanto)

Banniel an esperanteg
Etrebroadel
Perzhioù
Komzet e : er bed a-bezh
Rannved : Etrebroadel
Komzet gant : etre 40 000 ha 3 milion
(hervez ar c’hontoù)
Renkadur : 1 yezh kenaozet
Familh-yezh : Yezh savet a-ratozh
  • Esperanteg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : nep lec’h
Akademiezh : Akademio de Esperanto
Urzh ar gerioù : SVO ; SOV ;
OSV ; OVS ;
VSO ; VOS
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 eo
ISO 639-2 epo
ISO 639-3
Kod SIL EPO
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Logo ar jubile

An esperanteg a zo anezhañ ur yezh savet a-ratozh. Dont a ra war wel evit ar wech kentañ en ul levrig embannet gant Ludwik Lejzer Zamenhof (Loeiz Lazar Zamenhof) e 1887. Internacia lingvo (yezh etrebroadel) eo anv kentañ an esperanteg. Diwar anv-pluenn Zamenhof el levrig-se, Doktoro Esperanto (Doktor a esper) e teu an anv a vez implijet bremañ. Esperout a rae e teufe ar yezh-se da vezañ ur yezh etrebroadel evit sikour an dud d'en em gompren dre ar bed. N'en doa ket da bal e teufe an esperanteg da vezañ ar yezh nemeti er bed, met un eil yezh boutin d'an holl.

Hiziv an deiz e vez implijet an esperanteg war meur a dachenn : beajiñ, kenskrivañ, eskemmoù sevenadurel, lennegezh ha kelennadurezh ar yezhoù peurgetket.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy