Euskal Herritarrok

Euskal Herritarrok (euskareg: keodedourien euskarat) a oa ur c'hevread dizalc'hour eus an tu kleiz euskarat krouet e 1998. E bal a oa da ginnig danvez kannaded voutin evit an tu-kleiz abertzale evit en dilennadegoù. Ne badas ket pell, avat. Kemerout a reas perzh e dilennadegoù euskarat 1998 hag e dilennadegoù foral 1999 hepken.

E 2000 e c'hoarvezout un disrann abalamour d'an darempredoù gant ETA hag un darn eus an izili a yeas kuit eus ar strollad da grouiñ Aralar. Batzarre, a oa un darn eus ar c'hevread met na oa ket dizalc'hour, a yeas kuit ivez.

Goude-se e voe krouet ur c'hevread nevez, na genstrolle nemet an tu-kleiz abertzale : Batasuna


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in