Formulenn 1

Tro gentañ Priz Bras Malaysia e 2010.
Lorenzo Bandini war Scuderia Ferrari e 1966
Takuma Sato o tiskouez al Lotus 78
Fernando Alonso war Ferrari e 2014

Ar Formulenn 1, pe F1, ez ofisiel, FIA Formula One World Championship (Kevezadeg bed FIA ar Formulenn 1) zo renkad uhelañ ar redadegoù kirri, redet er bed holl. Brudet-tre eo an F1, evel ar C'hoarioù Olimpek pe Kib vell-droad ar bed[1]. Aet eo ar maout gant Sebastian Vettel ha gant ar skipailh Red Bull-Renault e 2013.

Renet e vez ar sport-se gant ar FIA, a skriv a reolennoù gant ar skipailhoù, meret e vez gant ar FOA ha kevredigezhioù-all renet gant Bernie Ecclestone. Bep bloaz e vez redet ur gevezadeg ar vlenierien (abaoe 1950) hag ur gevezadeg ar saverien (abaoe 1958) gant kirri un-plas ha war troioù serret ha peurbad, met a-wechoù war troioù amzeriat evel Monaco. Ur redadeg zo anvet Priz Bras, diwar ar galleg Grand Prix, ur ger implijet en e yezh orin e saozneg. Pep blenier, pep saver-kirri, pep troiad a rank kaout un Dreist Aotre, a zo an aotre uhelañ roet gant ar FIA.

Goude bezañ bet redet gant saverien kirri bras pe bihan a zo deuet ur mare renet gant "artizaned" saoz betek ar bloavezhioù 1980, a-raok dedennañ ur wezh all ar saverien bras, dedennet gant an askouezhioù mediaouek. Studiet e vez e Formulenn 1 teknikoù eus an teknologiezhioù egor a c'hall dont war ar kirri boutin, da skouer ar sistemoù KERS pe ERS war-zu an daou-nerzh, pe er c'hontrol e implij ar saverien-kirri ar sport evit tiskouez o mestroni war un teknologiezh, evel an turbo evit Renault Sport.

Diazezet eo ar sport war an Europa, e-lec'h ma'z eo ganet, hag e-lec'h ma chom an darn vrasañ eus e saverien, eus e arvesterien ha eus e vlenierien, met tizhet en deus arvesterien e bed a-bezh, o vezañ sellet er skinwel gant 527 milion a dud e 2010[2].

Ar ger Formulenn 1 a c'hall termeniñ ar gevezadeg met ivez reolennoù teknikel ar c'hirri un-plas hag a zo adwelet gant ar FIA bep bloaz. Strizh-tre eo ar reolennoù-se war mentoù ar c'harr, sailhad ar c'hefluskerioù, an teknikoù implijet evit sevel ar c'harr. Diwar-benn savete ar blenier a zo ar reolennoù-se ivez. Ar c'hirri-se a c'hell tizhout 350 km/ez hervez an troiad, daoust ma vez strishoc'h-strisañ ar reolennoù evit an aerodinamiezh pe ar c'hefluskerioù (da skouer ne c'helle ur c'heflusker tizhout nemet 15 000 tro/munut). 5 G a c'hell bezañ gouzañvet gant ar vlenierien gant tizh ar c'hirri o treiñ. Graet eo vez Formulennoù 1 ar kirri a red dindan ar reolennoù-se.

  1. (en) F1 viewing figures drop, war BBC News
  2. Thrilling 2010 season boosts Formula One TV audiences

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in