Franked

Ur pennad frank zo ivez.
Franked
pobl, archaeological culture, historical ethnic group, designation for an administrative territorial entity of a single country, aliañs vilourel
Iskevrennad eusGermaned Kemmañ
« Emgann Tolbiac e 496 », un trec'h a ziazezas galloud ar Franked e Galia.
Taolenn gant Ary Scheffer (1795-1858)
Mirdi kastell Versailhez

Ar Franked a oa unan eus ar pobloù german hag a oa o vevañ er c’hentañ kantved e traoñienn ar Roen.
En trede kantved ez ejont war-du ar c’hornôg, o ober o annez e norzh Galia, a oa neuze ul lodenn eus an Impalaeriezh roman. Pa’z eas an Impalaeriezh d’an traoñ ez ejont pelloc’h c’hoazh, hag aloubiñ un darn vat eus Galia, betek Arvorig hag ar Pireneoù.

Ar roud kentañ eus anv ar bobl-se a gaver e 250, e skridoù latin a gomz eus ar Francii. Dont a ra an anv-se eus ur wrizienn c’hermanek a dalvez kement ha (tud) dishual, digabestr. Ar wrizienn frank a adkaver en anv Frañs, en anvioù ar rannyezhoù frankek pe frankonek, en anv Franken zo ur rannvro eus Alamagn,hag er brezhoneg frank.

Ur yezh indezeuropek eus ar skourr germanek, ar frankeg, a veze komzet ganto. Da get ez eas e Galia, tra ma chomas bev dindan stumm ar yezhoù pe ar rannyezhoù komzet en Izelvroioù, e Flandrez hag en Alamagn.

Gant an armoù e oa bet savet o rouantelezh. Barrek e oant war an armoù ha brudet e oant evit an implij a raent eus bouc’hili ha goafioù en emgannoù. Bras e oa galloud ar vrezelourien, hag ar bec’h a veze etrezo a oa ur skoilh, alies, d’ar c’henwerzh ha d’al labourioù all.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in