Ar frouezh zo, evit al louzawourien, organoù plant, anezho vierezoù darev diwar bleunioù bet frouezhet hag enno an had a roio plant nevez. Er yezh pemdez avat e talvez ar ger frouezh da envel bouedoù sukret taolet gant ar plant. Traoù zo a c’hall bezañ « frouezh » evit al louzawourien (arbennigourien war ar plant), tra ma vez graet « legumaj » anezho gant ar braz eus an dud war ar pemdez (ar maiz, an tomatez pe ar berjinez). Er yezh pemdez ne reer frouezh nemet eus ar re zo sukret (an avaloù, ar bananez...).