Georges de La Tour

Georges de La Tour
Sant Yerom o lenn ul lizher , 1621-1623
(Lakaet war gont Francisco de Zurbarán dre fazi)
Eoul war lien • 62,2 x 55 cmHampton Court Palace

Badeziant 14 a viz Meurzh 1490
Vic-sur-Seille
Dugelezh Loren
Marv 30 a viz Genver 1652
Lunéville
Dugelezh Loren
Perzhioù
Micher Livour
Levezon Caravaggio (~1571-1610)
Luskadoù Klaselezh
Barokelezh
Oberennoù pennañ
  • Al lennerez-planedennoù (~1630)
  • Trucher ar born pikez (1636-1638)
  • Sant Jozeb kalvez (1638-1645)
  • Madalen hag he c'hantol (1642-1644)

Georges de La Tour (bet badezet d'ar 14 a viz Meurzh 1593 e Vic-sur-Seille, marvet d'an 30 a viz Genver 1652 e Lunéville) a oa ul livour eus Dugelezh Loren er XVIIvet kantved.
Ankouaet e voe buan-tre. Da arzourien norzheuropat all e veze dezverket e oberennoù, ha da livourien spagnat evel José de Ribera (1591-1652), Francisco de Zurbarán (1598-1664) pe Diego Velázquez (1599-1660), betek ma voe "dizoloet" e 1915 gant an Alaman Hermann Voss, a oa un istorour war an arzoù – war kein an daolenn Saint Jérôme lisant une lettre, da skouer, ez eus un enskrivadur hen,  Zurbarán , a voe an abeg m'en em gavas an oberenn e Mirdi ar Prado e Madrid.
En ur ober ur c'hantved e tremenas Georges de La Tour eus ul livour dianav-krenn da unan eus ar re vrudetañ en istor al livouriezh e Bro-C'hall, par d'al livourien Paul Cézanne, Claude Monet pe Auguste Renoir. Un daou-ugent oberenn bennak gant Georges de La Tour zo bet anavezet ha dasparzhet etre mirdioù meur e Madrid, Pariz, New York, Los Angeles, e mirdioù gall (Nancy, Épinal) hag e Breizh (Naoned, Roazhon).
Den ne oar na pelec'h na gant piv e voe stummet, hag tremen a reas amzer en Italia, evel ma ranke ober forzh pe arzour en amzer-se. Koulskoude e verzer aes e voe levezonet gant Caravaggio, koulz e deouezad[1] gwirheñvel e dudennoù hag en doare ma implije ar gouloù. Evel al livour gall Trophime Bigot (1579-1650) e c'hoarie Georges de La Tour gant an deñvalijenn hag ar sklêrijenn, oc'h implijout gouloù ur gantol en e daolennoù. E-lec'h lakaat sklêrijenn an deiz da zont eus an diavaez, evel ma veze graet a-raok, e felle dezhañ implijout ur "sklêrijenn diabarzh", hag a-wechoù ez eas betek kuzhat pe zamguzhat ar gantol.

  1. (br) (fr) (en) Preder, Dictionnaire des médias ; (br) (fr) Geriadur Ménard, p. 1132-a.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy