Geriadur Hemon-Huon, pe Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon, evel a zo skrivet dik war golo an embannadur diwezhañ e 2005, eo an anv roet d'ur geriadur divyezhek, embannet gant Al Liamm e 1997 hag adembannet e 2005, ha savet diwar labourioù Roparz Hemon (marvet e 1978) ha Ronan Huon (marvet e 2003).
Un doare modernaet eus an Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon eo a-benn ar fin, hag a veze embannet a-raok 1997, pe e div lodenn da gentañ, pe en ul levr hepken.
Ar c'hemmoù diwezhañ, ha dreist-holl goude marv Roparz Hemon, hag el lodenn galleg-brezhoneg, a zo bet graet gant tri den : Ronan Huon, Reun an Hir ha Divi Kervella.
Arabat droukveskañ ar geriadur-se gant an Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, ur geriadur all[1] a zo bet embannet gant Al Liamm e miz Kerzu 2014, hep anv oberour war ar golo.