N'ouzer ket anv resis an den a relijion ha geriadurour ar brezhoneg Gregor Rostren (e galleg : Grégoire de Rostrenen), a-wechoù Gregor a Rostrenenn.
Krediñ a reer eo bet ganet war-dro 1667 pe 1672 e Perred (Bro-Wened da neuze). Marteze e oa Tangi e anv-badez pa oa Gregor e anv relijiel evel manac'h frañsezat. Mervel a reas e kouent Rosko e 1750. Ur yezhour eus ar re bouezusañ en istor ar brezhoneg eo bet.
Ur prezegenner relijiel eo bet ivez.