Gwenn (liv)

Ur pennad Gwenn zo ivez.

Arlivioù gwenn.
Ar gwenn eo al liv a gaver pa ouzhpenner an tri liv diazez.
Al luc'h gwenn dispennet e meur a liv gant ur c'hengereg

Al liv gwenn eo al liv a seblant bezañ, evit lagad an den, samm an holl livioù all. Disoc'h kemmesk livioù ar skalfad gwelus eo. Kement-se a oa bet kavet gant ar fizikour Isaac Newton p'en doa lakaet luc'h gwenn da dremen dre ur c'hengereg ha gwelet e oa dispennet e meur a liv disheñvel.
Evit lagad an den eo gwenn an erc'h hag al laezh fresk. Enebet e vez alies ar gwenn ouzh an du.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy