Ar gwin zo un died alkoolek fardet diwar goadur ar rezin, a zo frouezh ar gwini (Vitis vinifera an aliesañ, ha Vitis spp. ivez).
En Europa e vez termenet ar gwin hervez al lezennoù gant an termenadur-mañ :
« kenderc'h tennet diwar goadur alkoolek, a-grenn pe darnel, rezin fresk, pilet pe get, pe fro »[1].
Studi ar gwin eo ar winoniezh.