Halle (Saale)

Ar Marc’hallac’h (Marktplatz) gant an iliz, ar monument da Händel hag an Tour Ruz (Roter Turm).

Halle pe Halle (Saale) pe Halle an der Saale (evit lakaat kemm etre ar gêr-se ha re all anvet Halle ivez) zo ur gêr vras e Land Saks-Anhalt en Alamagn. Emañ e kreisteiz ar stad-se, war lez ar stêr Saale.

Annezet e oa Halle gant 231 565 a dud e dibenn 2013.

Dont a ra an anv Halle eus ur ger keltiek pe germanek hal pe halla hag a dalveze « holen ».

Meneg zo eus kêr Halle kerkent hag er bloavezh 806. En arc’heskopti Magdeburg e oa adalek an Xvet kantved, betek ma voe staget koulz Magdeburg evel Halle ouzh priñselezh Brandenburg e 1680. Goude 1701 e voe e Rouantelezh Prusia.

Goude diskar Republik Demokratel Alamagn e voe graet labourioù bras e Halle, evit kempenn ar c’hastell, freuzet gant ar Brezel Tregont Vloaz hag an Eil Brezel-bed, evit adsevel ar savadurioù foran erru dirapar pe ar c’hendioù bras savet goude ar brezel. Adsavet penn-da-benn eo bet kreiz-kêr ha brav eo deuet da vezañ.

Skol-veur Halle zo unan eus ar re goshañ en Alamagn. E Halle ivez emañ sez Akademiezh Alaman ar Skiantoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy