Heliom

Heliom
Hidrogen - Heliom - Litiom

He
Ne
Taolenn beriodek, Heliom

Un neon hag a ya en-dro gant heliom
Laser heliom-neon

An heliom zo un elfenn gimiek monoatomek, disliv, dic'hwezh, divlaz, hogozik diemlusk, n'eo ket pistrius. He eo e arouez ha 2 e niver atomek.
Emañ e deroù heuliad ar gazoù nobl en Taolenn beriodek.

E boentoù birviñ ha teuziñ eo ar re izelañ e-touez an elfennoù ha n'eus anezhañ nemet dindan stumm gaz, nemet en amveziadoù divoas ha rust-kenañ e vefe. An amveziadoù-se zo ret ivez evit krouiñ an nebeud liezelfennoù heliom hag a zo holl distabil pa vez reizh ar gwrezverk hag ar gwask.
Daou izotop stabil en deus an heliom. Ar stankañ eo an heliom 4 hag ar rouesañ eo an heliom 3.
A-bouez eo emzalc'h an daou seurtad heliom 4 tanav (heliom I ha heliom II) evit ar glaskerien a studi ar mekanikoù kwantek, anadenn an dreistberusted dreist-holl, stad tizhet gant an heliom er poent lambda e 2,1768 K, war-dro −271 °C (da −270,9732 °C evit bezañ resis) hag evit ar re a studi efed ar gwrezverkoù tost d'ar zero klok war danvezioù all (evel an dreistherended).

Goude an hidrogen ez eo an heliom an elfenn stankañ en hollved, hag ar gaz nobl ar skañvañ eus an daolenn beriodek. En hollved a vremañ, hogozik holl an heliom produet zo disoc'h teuzadur nukleel an hidrogen er stered. War an Douar, e oa bet krouet da-heul digenstagadur skinoberiant an elfennoù pounneroc'h evitañ : ar rannigoù alpha zo nukleüsoù heliom a zeu diwar digenstagadur an uraniom, an toriom hag eus hini o elfennoù mibien. Goude e grouidigezh e vez bac'het ul lodenn anezho gant ar gaz naturel e feurioù tolpadur a ya betek 7% dre volum.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy