Helloween

Ur pennad Halloween zo ivez.
Helloween
Helloween o soniñ e-kerzh ar Wacken Open Air 2018

Ganet 1984
Hamburg,Alamagn
Doare(où) Power metal
Label(ioù) Noise Records, Nuclear Blast, EMI Records
Lec'hienn ofisiel https://www.serious-black.com/

Izili *Michael Weikath
Izili bet er strollad *Ingo Schwichtenberg

Helloween a zo ur strollad heavy metal savet e1984 e Hamburg (Alamagn ar c'hornog) gant izili a zeue eus ar strolladoù Iron Fist, Gentry ha Second Hell. Er strollad e oa da gentañ-penn ar gitarour Kai Hansen, ar gitarour-boud Markus Grosskopf, ar gitarour Michael Weikath, hag an tabouliner Ingo Schwichtenberg. Pa oa aet Hansen kuit eus Helloween e 1989 e tegemerjont Michael Kiske evel penn-kanour. Schwichtenberg ha Kiske o devoa kuitaet ar strollad e 1993 ha c'hoarvezet e oa meur a cheñchamant betek ma ne chome nemet Grosskopf ha Weikath evel izili eus ar strollad orin. Hiziv ez eus 4 eus ar pemp ezel eus mare an albom "Keeper of the Seven Keys" (nemed Schwichtenberg), gant tri ezel ouzhpenn, ar c'haner Andi Deris (en devoa erlec'hiet Kiske e 1994), ar gitarour Sascha Gerstner hag an tabouliner Daniel Löble.

Abaoe an deroù, Helloween en deus embannet 16 albom, tri albom live, tri EP, ha 29 single, ha garedonet e oant bet 20 gwech (14 priz aour, 6 platinium) ha gwerzhet o deus dek milion a bladennoù er bed a-bezh[1],[2] Helloween zo gwelet evel "tadoù power metal", hag unan eus ar "big four" (pevar bras) e-touez ar strolladoù metal alaman gant Grave Digger, Rage ha Running Wild[3],[4],[5],[6].

  1. HELLOWEEN - Nuclear Blast. www.nuclearblast.de. Kavet : 2021-06-30.
  2. Helloween: Band History. Diellet er skrid orin d’an 30 May 2015. Kavet : 29 May 2015.
  3. The BNR Metal Pages - Helloween. bnrmetal.com. Kavet : 10 May 2021.
  4. Helloween | Biography & History
    (en)
    . AllMusic. Kavet : 2021-06-30.
  5. Helloween Family Tree
    (en-US)
    . The Metal. Kavet : 2021-06-30.
  6. July 20. Top 50 Metal Bands of All Time
    (en)
    . Loudwire. Kavet : 2021-06-30.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy