Himalaya

Aradennad-venezioù an Himalaya, gwelet eus an oabl. A-gleiz hag en traoñ emañ India.

An Himalaya zo un aradennad-venezioù en Azia, a zisparti India diouzh Tibet. Eno e kaver menezioù uhelañ an Douar.

Chadennoù uhel all zo en Azia: Hindu Kush, Pamir, ha Karakoram. Gwelet e vez alies Karakoram evel ul lodenn eus Himalaya gant an alpaerion.

En em astenn a ra ar menezioù e stumm ur wareg vras, a-hed 2 600 km eus ar reter d’ar c’hornôg ha war-dro 350 km a ledander eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz.

Dont a ra an anv eus ar sañskriteg : हिमालय, distaget jimalaia, zo daou c’her ennañ, jima, « erc’h » hag alaia, « lec’h ».

An uhelañ aradennad-venezioù a zo er bed eo an Himalaya, gant pevarzek menez a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelder, evel ar menez Everest, an hini uhelañ (8 848 m.), ar menez K2 (8 611 m.) hag ar menez Kangchenjunga (8 598 m.). Ar menez uhelañ er bed, e-maez an Himalaya, eo ar menez Aconcagua en Andoù, gantañ 6 962 m uhelder. En Himalaya avat ez eus kant menez en tu-hont da 7 200 metr uhelder!

En em astenn a ra an Himalaya war pemp stad : war du an Hanternoz Republik Pobl Sina, war du ar C'hreisteiz en ur vont eus ar Reter betek ar C'hornôg: Bhoutan, Nepal, India, Pakistan.

Eno e kaver eienennoù niverus, en o zouez darn eus stêrioù brasañ ar bed: an Indus, ar Ganga, ar Brahmapoutra hag ar Yangtze.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy