Hiort (an anv gouezelek; Saint Kilda, e saozneg, met n'eus sant anavezet ebet gant an anv-se ha n'ouzer ket a belec'h e teu, ha diwar treuzkompren eo moarvat), a zo un enezeg didud, e gwalarn Inizi Gall, e kornôg Bro-Skos. Emañ er gwalarn da Uibhist a Tuath er Meurvor Atlantel, hag inizi kornôkañ Bro-Skos int[1] Hirta eo an enezenn vrasañ, gant an torraodoù uhelañ a c'haller kavout er Rouantelezh-Unanet. Melestret eo an inizi gant Comhairle nan Eilean Siar.[2]. Didud eo abaoe 1930, pa oa bet skarzhet an enezourien, nemet dalc'het eo hiziv gant an arme saoz. Kent se e oa bet tud en inizi abaoe 2 000 bloaz. Moarvat n'int ket bet ouzhpenn 180 en holl war un dro, ha sur eo ne oant ket ouzhpenn 100 goude 1851.
Roud a zo eus savadurioù ragistorel, met ar skrid koshañ a ra anv eus an inizi a zo eus dibenn ar Grennamzer. Kêriadenn grennamzerel Hirta a voe adsavet en XIXvet kantved, met levezon ar gred relijiel, kleñvedoù deuet gant diavaezourien ha touristed dreist-holl, ouzhpenn efed ar Brezel-bed kentañ, a voe kaoz ma voe dilezet an enezenn e 1930[3] Awenet ez eus bet arzourien gant istor Hiort, betek ur c'hoarigan e 2007.[4]. Perc'hennet eo an enezeg gant an National Trust for Scotland. Deut eo da vout unan eus peder lec'hienn ar Glad bedel e Bro-Skos, abaoe 1986.
Bagadoù tud a deu da labourat evit netra e-kerzh an hañv en inizi da adsevel an tier dilezet gant an enezourien ha kouezhet en o foull abaoe. Ur c'hamp soudarded zo ivez enni abaoe 1957[5].