Hitited

Lec'h kêrioù pennañ an Hitited en Anatolia

An Hitited a oa anezho ur bobl eus Anatolia hag a ziazezas ur rouantelezh en-dro da Hattusha (hititeg URUḪattuša) e kreiz Anatolia adalek an XVIIIvet kantved kt JK. Er XIVvet kantved edo an impalaeriezh hitit en he barr. Ren a rae war Anatolia, gwalarn Siria hogos ken pell er su ha genoù ar stêr Litani (un dachenn anvet Amqu), ha betek Mezopotamia-uhel er reter. goude 1180 kent J.-K. e tarzhas an impalaeriezh e keodedoù-Stad hitit. Lod anezhe a chomas en o sav betek an an VIIIvet kantved kt JK.

An arkeologourien hag a zizoloas Hitited Anatolia en XIXvet kantved a hevebelekaas anezhe da gentañ gant Hitited ar Bibl. Hiziv an deiz ez eus rendael diwar hevelebekadenn pobl ar Bibl pe ouzh pobl an impalaeriezh renet gant Hattusa pe ouzh pobl ar rouantelezhioù hitit nevez[1].

Doueez ha bugel hitit, Anatolia XVvet-XIIIvet kantved kent J.-K..

Daoust dezhe da vevañ en oadvezh an arem, an Hitited a oa diaraogourien eus Oadvezh an houarn. Barrek-kenañ e oant da sevel traezoù en houarn ken abred hag ar XIVvet kantved kent J.-K., pa zisklêr lizhiri kaset d'ar renerien estren e oa sav war o marc'hadourezh en houarn. Ne oa ket an Hitited ar re gentañ, koulskoude, da labourat an houarn, hag an houarn a chomas ur metal prizius a-hed istor o impalaeriezh. Brudet e oa an Hitited ivez evit o barregezh da sevel ha da implijout kirri. Kalz eus gouiziegezh hag hengounioù ar Reter-Nesañ kozh a c'hallfe bezañ deuet betek ar C'hresianed dre hanterouriezh an Hitited.

  1. Gwelet, da skouer, Singer, Itamar "The Hittites and the Bible Revisited" in Maeir, A.M. and de Miroschedji, P. ed., I Will Speak the Riddle of Ancient Times, Archaeological and Historical Studies in Honor of Amihai Mazar on the Occasion of His Sixtieth Birthday (2006, Eisenbrauns).

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy