| |||
---|---|---|---|
Klopenn ur sinantrop,
unan eus is-spesadoù an Homo erectus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Hominidae | ||
Iskerentiad : | Homininae | ||
Genad : | Homo | ||
Anv skiantel | |||
Homo erectus Dubois, 1894 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Homo erectus a oa ur spesad eus ar genad Homo hag en doa bevet e kreiz Azia hag en Azia ar reter en Henoadvezh koshañ ar maen, etre war-dro 1 milion a vloavezhioù ha 300 000 bloaz kent hon amzer.
War-dro 400 000 bloaz eo roudoù koshañ oaledoù oc’h emplegañ mestroni implij an tan : war gont an Homo erectus e vezont lakaet.
Kement ha “den en e sav, sonn” e talv ger-ha-ger an anv Homo erectus e latin : donet a ra a ziskrivadenn ar Pithecanthropus erectus gant Eugène Dubois e 1894. D’ar mare-se e oa koshañ hendad daoudroadek Homo sapiens anavezet (n’eo ket gwir ken hiriv-an-deiz).
Bout zo meur a is-spesad rannvedel, ar pitekantrop hag ar sinantrop en o mesk.