Homs

Skeudennoù eus Homs
Kêr Homs e-barzh distrig Homs (e ruz) (hemañ diwezhañ e gouarnelezh Homs - e gwer sklaer -).

Homs (en arabeg : ḥimṣ, حمص ; graet e veze Emesa anezhi e-pad an Henamzer (latin : Emesa ; henc'hresianeg : Έμεσα)) zo ur gêr a Siria (e-mesk ar re bobletañ), unan a bouezusañ kreizennoù greantel hag armerzhel ar vro. Lec'hiet eo Homs e kreiz Siria, nepell diouzh Liban. Bout ec'h eus etre 900 000 hag 1 000 000 a annezidi enni. Unan a lec'hioù kreiz an emsavadeg a-enep da renad Bashar al-Assad eo ivez adalek 2011.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy