Trede rann ISO 639 eo ISO 639-3. War ar stern emañ c'hoazh. Labourat e e vez warnañ evit ledanaat ISO 639-2 evit ma vefe ur c'hod unvan evit holl yezhoù ar bed.
Lakaet eo bet e pleustr dijañ ar brouilhed e 15vet embannadur Ethnologue.
Renablet e vez e ISO 639-3 an holl yezhoù bet renablet dija e ISO 639-1 hag ISO 639-2 oc'h implijout kodoù T ISO 639-2 kentoc'h evit kodoù B seul wezh ma c'heller.
Skouerioù:
Yezh | 639-1 | 639-2 (B/T) | renkadur | 639-3 |
Saozneg | en | eng | hiniennel | eng |
Alamaneg | de | ger/deu | hiniennel | deu |
Arabeg | ar | ara | makro | arb + meur a hini all |
Minnan | (zh-min-nan) | hiniennel | nan |
D'an 30 a viz Mezheven 2005 e oa bet renablet er brouilhed 7602 yezh.
Implijet e vez teir mammenn evit ar yezhoù da vezañ renablet: diazezet e vez ar roll war ar yezhoù renablet e ISO, bet ledanaat dre ouzhpennañ ar yezhoù a-vremañ e 15vet embannadur Ethnologue 15th edition mui hen yezhoù ha hen rannyezhoù ha yezhoù savet a-ratozh tennet diwar Linguist List.
Graet e vez ISO/FDIS 639-3 eus ar brouilhed diwezhañ-holl bet votet diwar e benn e miz Eost 2006 evit ma vo lakaet e pleustr da vat a-raok fin ar bloaz.