Iron Maiden

Iron Maiden

Bro orin Leyton, Londrez, Bro-Saoz
Doare(où) Heavy Metal
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1975
Label(ioù) EMI

Izili Bruce Dickinson
Janick Gers
Steve Harris
Nicko McBrain
Dave Murray
Adrian Smith
Michael Kenney

Ur strollad sonerezh brudet-kenañ eo Iron Maiden. Heavy metal a zo kaset gant ar strollad saoz-mañ ha kement-se abaoe 1975. Gant ar soner gitar-boud Steve Harris eo bet savet. Gant ar strolladoù Saxon, Judas Priest, Def Leppard, Tygers of Pantang int bet e-touez ar re gentañ eus al luskad NWOBHM (new wave of british heavy metal)... Black Sabbath ha Motörhead a oa skeudenn ur rummad koshoc'h. Ar strollad metal en deus graet ar muiañ a werzh eo Iron Maiden : muioc'h eget 100 milion a bladennoù zo bet gwerzhet ganto.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy