Islandeg

Islandeg
(íslenska)
Perzhioù
Komzet e : Island
Komzet gant : 280 000
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Germanek
Germanek an hanternoz
Skandinavek ar c’hornôg
Islandeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Island
Akademiezh : Ensavadur an Islandeg
(Íslensk málstöð)
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 is
ISO 639-2 isl
ISO 639-3
Kod SIL ISL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Ljóni o komz islandeg
Un arroud islandek en ul levr

Ur yezh c'hermanek eus skourr yezhoù skandinavek ar c’hornôg eo an islandeg (íslenska), komzet en Island dreist-holl. Un nebeud islandegerien a gaver ivez e Kanada hag e Stadoù Unanet Amerika.

An islandeg eo ar yezh skandinavek emdroet an nebeutañ e-keñver an henyezh. Furmoù disheñvel o devez an anvioù evit ezteurel o c’harg yezhadur : gant morfemoù e vez merket an troadoù, ar reizh hag an niver, evel ma veze graet en henskandinaveg.

En abeg da se n'eo ket re ziaes da Islandiz hiziv an deiz lenn testennoù eus ar Grennamzer, evel sagaoù ar Vikinged, bet savet tremen seizh kantved zo.

Skrivet e vez an islandeg gant al lizherenneg latin, gant un nebeud lizherennoù dibar evel : Á/á, É/é, Í/í, Ó/ó, Ú/ú, Ý/ý, Ð/ð (distaget evel an "th" saoznek er ger this), Þ/þ (distaget evel an "th" saoznek er ger thin pe evel ar <z> spagnolek er ger cabeza), Ö/ö hag Æ/æ. Ne reer ket gant al lizherennoù <c>, <q>, <w> ha <z>.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy