James Joyce

James Joyce
James Joyce
James Joyce war-dro 1918.
Obererezh Romantour, daneveller, barzh
Ganedigezh D'an 2 a viz C'hwevrer 1882,
e Dulenn, Iwerzhon
Marv D'an 13 a viz Genver 1941
Zürich, Suis Suis
Yezh skrivañ Saozneg
Rumm lennegel Nouveau roman
Oberennoù pennañ
  • Dubliners ("Dulenniz", 1914)
  • Portrait of the Artist as a Young Man ("Poltred eus an Arzour en e zen yaouank", 1916)
  • Ulysses ("Ulises", 1922)
  • Finnegans Wake ("Noz-veilh Finnegan", 1939)

James Augustine Aloysius Joyce (iwerzhoneg Séamus Seoighe; ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1882 ha marvet d'an 13 a viz Genver 1941) a oa ur romantour hag ur barzh iwerzhonat divroet a seller outañ evel unan eus ar skrivagnerien eus an XXvet kantved o deus bet al levezon ar brasañ. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'e romant Ulises. E oberennoù pennañ zo un dastumad danevelloù anvet Tud Dulenn (1914) ha romantoù : Dedalus (1916), Ulises (1922), ha Finnegans Wake (1939) hag ar romant Poltred eus an Arzour en e zen yaouank zo hogos ur buhezskrid (1916).

Daoust dezhañ da vezañ tremenet ar pep brasañ eus e vuhez e diavaez Bro-Iwerzhon ez eo gwriziennet start e ved faltaziek e kêr Dulenn hag a bourchas dezhañ al leurenn hag ar pep brasañ eus an danvez evit e skridoù faltazi. Adkavout a reer en e oberenoù eñvorennoù e vuhez : e diegezh, an darvoudoù, mignoned (hag enebourien) eus amzer ar skol hag eus hini ar skolaj.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy