Juscelino Kubitschek


Juscelino Kubitschek
Juscelino Kubitschek
21vet prezidant Brazil
Anv badez Juscelino Kubitschek de Oliveira
Lesanvioù E veurded Juscelino Kubitschek
Deiziad ganedigezh 12 a viz Gwengolo 1902
Lec'h ganedigezh Diamantina, Minas Gerais, Brazil
Aet da anaon 22 a viz Eost 1976 (73 vloaz)

Resende, Rio de Janeiro, Brazil

Bro Brazil
Micherioù Fizikour

Politikour

Sinadur
Skour Strollad Sokial Demokratel
Prezidanted Brazil

Juscelino Kubitschek de Oliveira (distagadur portugalek: [ʒuseˈlinu kubiˈtʃɛk dʒ oliˈvejɾɐ]; 12 a viz Gwengolo 190222 a viz Eost 1976), anavezet ivez dre al lizhrennoù JK, a oa un dudenn bolitikel brudet-mat ha prezidant Brazil etre 1955 ha 1961[1] E-pad e respet e oa bet roet lañs bras d'an ekonomiezh ha war an dachenn bolitikel e oa sioul an traoù.

Eñ a zo bet enaouer mennozh savadeg ar gêrbenn nevez Brazilia.

Ur penn a oa a glaske reiñ lañs da steuñvioù war an hir dermen hag a lakae palioù uhel da dizhout evit dazont ar vro. Kubitschek a zo gwelet hiziv-an-deiz evel tad ar Brazil vodern. Hêrezh Kubitschek a zo gwelet c'hoazh evel unan a vad hag unan d'eus ar re frouezhusañ evit ar vro[2]

Delwenn Juscelino Kubitschek dirak dont-tre ar mirdi-eñvor Juscelino Kubitschek e Brazilia, Brazil. kizellet eo bet gant Honório Peçanha.
  1. " Brasil Escola "Governo Juscelino Kubitschek" gant Leandro Carvalho.
  2. Governo JK.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy