Kanol an Il hag ar Renk

Ar ganol e Kavaneg.

Kanol an Il hag ar Renk zo ur ganol etre ar stêrioù Il ha Renk, e biz Breizh.

Unan eus adstêrioù ar Gwilen eo an Il, ha kemberiñ a ra gant ar stêr-se e Roazhon. Redek a ra he dour war-zu ar c’hreisteiz. Ar stêr Renk, hi, a red he dour trema an hanternoz, d’en em deurel e Mor Breizh, etre Sant-Maloù ha Dinarzh. Gant ar ganol eo liammet kêrioù Roazhon ha Sant-Maloù, dre un hent dour 84,8 km e hed.

Teir lodenn zo : al lodenn gentañ, etre Roazhon ha Mousterel-an-Il, n’eo nemet ar stêr Il, kanoliet. Un eil lodenn, adalek Mousterel betek Evrann, zo ur gwir ganol, gant skluzioù e-leizh e Hazhoù-Bazeleg. En trede lodenn, goude Evrann, e heuilh ar Renk hag en em daol er stêr-se.

Tremen a ra ar ganol a-dreuz 28 kumun, 16 anezho en Il-ha-Gwilen ha 12 en Aodoù-an-Arvor.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy