Kaotigell

Ar gaotigell zo ur meskad gelekaet frouezh ha sukr poazhet a-gevret, en ur gaoter pe ur gastelodenn. Pegus eo abalamour d'ar sukr, ha kemmañ a ra he fetister gant ar rizhenn frouezh a zo implijet. Kaolenniñ a ra mui pe vui diouzh padelezh ar poazhañ. Gant frouezh a bep seurt a c'haller ober, diveinet pa vez ezhomm ha troc'het a dammoù alies : sivi, abrikez, lus du, prun, kastrilhez-ruz, avaloù, kerez, pechez, aval-stoub, flamboez, lus-gwern... A-wechoù e reer gant chug ar frouezh, hep o bouedenn. Kaotigell plant zo ivez (bleuñv, rubarb...). Dre ledanviñ e komzer eus kaotigell laezh pe koñfitur laezh ivez.

Al lip-e-bav-se a c'hall bezañ debret war un tamm bara, e-barzh ur yaourt plaen pe ur vignezenn.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in