Kastell Conwy

Mogerioù-kreñv kastell Conwy
Rivinoù kastell Conwy, gwelet eus an diabarzh

Kastell Conwy zo ur c'hastell e kêr Conwy, e hanternoz Kembre.

Savet e voe etre 1283 ha 1289, e-pad eil brezelekadenn ar roue saoz Edouarzh Kentañ e hanternoz Kembre. Kemer a reas lec'h ur c'hastell koshoc'h, Kastell Deganwy, savet gant ar roue Herri III, war un dorgenn e-kichen kêr Conwy, hag a oa bet freuzet gant Llywelyn ap Gruffudd e 1263.

Savet e voe ar c'hastell gant 1 500 a dud, darbarerien ha benerien vein, renet gant James of St. George. Ur sammad a 15 000 lur sterling a voe dispignet evit sevel ar c'hastell ha mogerioù-difenn Conwy, ar pezh a voe ar sammad brasañ dispignet gant Edouarzh Iañ evit ur c'hastell e Kembre etre 1277 ha 1304.

Savet e voe kastell Conwy war ar roc'h, evel Kastell Caernarfon, war un dorgennig en aber ar stêr Conwy. Savet e voe ar c'hastell war rivinoù |abati kozh Aberconwy ha savet e voe mogerioù tro-dro d'ar gêr da zifenn ar Saozon a oa nevez-annezet enni diouzh Kembreiz an trowardroioù.

E 1401, e-pad emsavadeg Owain Glyndŵr, e voe kemeret ar c'hastell gant Kembreiz Rhys ap Tudur hag e vreur Gwilym ap Tudur ha devet e voe kêr.

Hiziv e vez graet war-dro ar c'hastell gant an aozadur Cadw hag emañ, evel kestell all eus hanternoz Kembre, war roll lec'hiennoù ar Glad bedel, savet gant UNESCO, abaoe 1986.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy