Keheder

keheder
Kelc'h bras, circle of latitude
Daveennoù douaroniel0°0′0″N 0°0′0″E Kemmañ
Map

Ar c'heheder a zo ur c'helc'h faltazius treset war ur blanedenn pe un dra steredoniel ken e chom atav war hanter an hent etre ar poloù. Rannet e vez ar blanedenn etre un hemisferenn norzh hag un hemisferenn su.
Diwar an termenadur eo 0° da ledred ar c'heheder. Kelc'h keheder ar Voul-Douar a zo war-dro 40 075 km hed.

E-touez ar pemp kelc'h led jedet diwar al liamm etre troiadur an Douar ha tresad e orbit tro-dro d'an Heol eo ar c'heheder hag ivez al ledred nemetañ dezhañ tres ur c'helc'h bras-tre.

Dre e zilec'hiañ mareel en oabl e tremen ar Heol just a-us d'ar c'heheder div wech bep bloaz er boentenn vernel e keided an nevezamzer e miz Meurzh hag e keided an diskaramzer e miz Gwengolo. D'an 21 a viz Meurzh ha d'an 21 a viz Gwengolo e kouezh bannoù an Heol sonn hag a-serzh d'an Douar.

War ar c'heheder e sav hag ez a da guzh an Heol dindan vunutennoù nemetken. Padout a ra gouloù an deiz kement hag an noz pa cheñch padelezh div lodenn an devezh e takadoù en Norzh hag er Su d'ar c'heheder.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy