Kellig

Kelligoù epitetial
  • ██ TDN
  • ██ keratin
  • Ar mennozh kentañ a vez gant an dud a zo e vez savet pep organeg ganto ha diwarno evel ma vez savet un ti gant brikennoù ; n'eo ket ur mennozh faos met pep brikenn eus an ti ne vez enni holl dalvoudoù na holl berzhioù an ti e-unan evel ma vez gant ar gellig. Gwelloc'h e vefe tostaat ar gellig eus ur boud en ur strollad pe gwelloc'h c'hoazh eus an den er gevredigezh gant an holl berzhioù, magañ, gouennañ ha daremprediñ.

    Ar gellig (e latin cellula, a dalv kement ha kambrig ) eo an unvezenn framm, mont-en-dro ha gouennañ hag a ya d'ober an hollad, pe ul lodenn, eus pep tra vev, pep bevegan. Pep kellig zo ur beveganig, ha pa vez en un organeg lieskelligek ez a en-dro en un doare emren, nemet e kenaoz gant ar re all. Bodet eo ar c'helligoù heñveldoare er gwiadoù, hag ar gwiadoù bodet a ya d'ober organoù.

    Dont a ra an anv eus he neuz, hañval a-hervez ouzh kellig ur manac'h : Pa vez sellet ouzh gwiadoù boudoù-bev gant ur mikroskop e teu anat e vezont brikennoù ar vuhez (o framm).

    Unvaniezh ar boudoù-bev a denn he arguzenn gentañ eus bezañs ar c'helligoù o sevel pep bevegan : Pep kellig a zo savet diwar ur framm hag ur metou diabarzh boutin ; kempouezet a vez dibaouez hemañ (homeostasiezh ar metou diabarzh) evit ma vefe spletus evit buhez, mont-en-dro ha gouennadur ar gellig.


    From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

    Developed by Tubidy