Kengereg

Tri c'hengereg disheñvel
Dielefennadur ar gouloù gwenn a-dreuz ur c'hengereg

Ur c'hengereg zo un elfenn optek implijet evit luc'hterriñ ar gouloù, disteurel anezhi pe da zispartiañ anezhi en he elfennoù diazez (skinoù disheñvel ar ganevedenn evit ar gouloù gwenn). Da gustum e vez ur c'hengereg eeun gant ur sichenn dric'hornek, gret gant un danvez boull : gwer, pleksiglas, peurgetket.

E sell an optik geometrek, ur c'hengereg a zo ur strollad daou zioptr plaen, nann-kentstur.

Pa tremen ar goulou eus an aer d'ar gwer, da skouer, ez eo refratet. Pa teu er maez dre an tall all, e vez refraktet c'hoazh ar goulou. Ar skin pe ar ban incident a vez dihentet. Hogen, n'o deus ket ar memes feur refratiñ an holl hirderioù gwagenn. En doare-mañ, ur ban goulou gwenn a vez dispartiet en e gompozadoù: ar glas a vez dihentet muioc'h eget ar melen, hemañ dihentet muioc'h eget ar ruz (sellet ouzh ar skeudenn 1). Er c'hondisionoù-se e c'hell ur c'hengereg bezañ implijet evit analizañ ur skinadur gwelus liesliv, anvet e vez an doare-se da studiañ ar c'hompozadoù dre dispartiañ ar banoù goulou ar spektroskopiezh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy