Kenstrivadeg Eurovision ar C'han

Lordi, gounezer 2007

Kenstrivadeg Eurovision ar c'han (Eurovision Song Contest, pe ESC e saozneg, distaget (SUA) : [ˈjʊɹoʊˌvɪʒən ˈsɑŋ ˈkɑntɛst]), pe Eurovision hepmuiken (distaget [øˌroviˈziːjõn] hervez reolennoù an distagadur brezhonek), zo ur genstrivadeg vloaziek krouet gant Marcel Bezençon abaoe 1956.

Dont a ra hec'h anv eus ar rouedad skinwel Eurovision.

Seizh bro a gemeras perzh er genstrivadeg kentañ e Lugano e 1956 : Bro-C'hall, Alamagn ar C'hornôg, Italia, an Izelvroioù, Luksembourg, Belgia ha Suis.

Ur ganaouenn vrezhonek a oa bet kanet ur wech eno, gant Dan ar Braz e 1996.
E 2022 ez eus bet kanet ur ganaouenn vrezhonek all, Fulenn gant Alvan & Ahez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy