Kod INSEE

E Frañs eo kodoù an INSEE (pe kodoù an EBSSA) notadurioù niverennek pe lizherniverennek, savet gant an ensavadur publik gall anvet Institut national de la statistique et des études économiques (INSEE), Ensavadur broadel ar stadegoù hag ar studioù armerzhel (EBSSA) e brezhoneg, karget da zastum, studial hag embann stadegoù diwar-benn an dud, ar strollegezhioù hag an embregerezhioù.

Gant an EBSSA e vez embannet ar C'hod ofisiel douaroniel, ar pezh a zo roll an holl gumunioù gall.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in