Koumikeg

Ur yezh altaek eus ar skourr ar yezhoù pontek-kaspiek eo c'houmikeg (kumyk pe kumuklar), komzet gant tro-dro da 282.000 den en holl e su Dagestan e Rusia (Europa) (282.000 a dud e 1993), Turkia (Azia) ha Kazac'hstan.

Teir rannyezh pennañ ez eus, disheñvel-tre an eil diouzh eben:

  • C'hasavyourteg (khasavyurt)
  • Bouinakeg (buinaksk)
  • C'haikenteg (khaikent)

Skrivet e vez gant al lizherenneg kirillek.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy