Legolas

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Legolas Greenleaf, treset gant ur fan

Legolas a zo un elf sindar e-barzh Aotrou ar Gwalennoù, un heuliad levrioù skrivet gant ar skrivagner saoznek J.R.R. Tolkien. Unan eus harozed pennañ ar romant eo. Mab eo da Dhranduil, roue elfed ar C'hoad Du. Legolas Deliennc'hlas (Greenleaf e saozneg) a zegouezh da vare Kuzul Elrond e 3018 an Trede oadvezh. Ezel eo eus Kumuniezh ar Walenn, evel dileuriad an Elfed. Kamalad ar C'horr Gimli eo.

E bouez dister e darvoudoù Brezel ar Walenn avat a arouez diskar levezon gouenn an Elfed ha kresk hini an Dud. Hervez Tolkien "Legolas zo moarvat an hini eus an nav baleer a ra an nebeutañ[1].

An aktour Orlando Bloom a c'hoari Legolas e filmoù Peter Jackson.

  1. Contes et Légendes inachevés, le Troisième Âge, p. 190

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy