Lizherenneg arabek

plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
Istor al lizherenneg

Genealogiezh klok

Skriverez arabek

Talvezout a ra al lizherenneg arabek da skrivañ an arabeg da gentañ-penn. Kentoc’h eget ul lizherenneg ez eo ar reizhiad arveret evit skrivañ an arabeg un "Abjad". Abjadoù a vez implijet evit skrivañ yezhoù all ivez (yezhoù semitek da gentañ-holl). Abjad a vez graet eus ur reizhiad skrivañ na notenn nemet kensonennoù ur yezh, war-bouez nebeut.

Dre m'eo an arabeg yezh ar C’horan, levr sakr ar Vuzulmiz, eo en em ledet al lizherenneg-se bep ma'z ae an Islam war-raok. Ha setu penaos eo bet implijet (hag ez eo c’hoazh) evit skrivañ yezhoù ha n'int ket kar tamm ebet d'an arabeg. Ar perseg (pe farsi), an turkeg a-raok 1928 (pa c’hourc’hemennas Mustafa Kemal Atatürk ober gant un treuzskrivadur latin), ar c’hashmireg, ar sindheg pe c’hoazh an ourdou hag ar c’hurdeg a ra pe o deus bet graet gant al lizherenneg-se. Betek ar c'hastilhaneg a oa bet skrivet gant lizherennoù arabek pa'z edo Muzulmiz o ren war darn eus Ledenez Iberia. An holl yezhoù-se, war-bouez an turkeg, zo yezhoù indezeuropek. Yezhoù afrikan zo, evel an haoussa o deus bet graet gant al lizherenneg arabek a-raok tremen d'un treuzskrivadur lizherennegel latin. Alies-kaer ez eus bet ranket ouzhpennañ pe kemmañ lizherennoù zo d'al lizherenneg evit azasaat anezhi ouzh reizhiad soniadurel ar yezhoù-se (sellet ouzh Azasadurioù al lizherenneg arabek e yezhoù all)

Ne bled ket ar pennad-mañ gant distagadur al lizherenneg arabek.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy