Lord Voldemort

Lord Voldemort (ganet Tom Marvolo Riddle e saozneg pe Tom Elvis Jedusor e galleg) zo ur sorser drouk hag a glask ren war ar bed e romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling. Er bestseller anvet Harry Potter ha maen ar furien (Harry Potter and the Philosopher's Stone) (1997) e teu da vezañ enebour-touet Harry Potter. Deskrivet eo evel ur sorser fall hag a glask dastum ur galloud hep e bar ha dont da vezañ divarvel. Kaz en deus ouzh an holl dud n'o deus ket galloudoù hud hag ouzh ar sorserien ganet diwar tud a seurt-se. Kement a spouron o deus ar sorserien all outañ ma nac'h kalz anezhe distagañ e anv ha ma reont dave dezhañ o lavaret "C'hwi-oar-piv" pe "An Hini-Na-Zleer-Ket-Envel." Memes e heulierien ne implijont ket e anv hag a ra anezhañ The Dark Lord ("An aotroù du", pe "Aotrou an Deñvalijenn").

Voldemort a gemer perzh en avanturioù holl romantoù Harry Potter.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy