Lusia Sirakuza

Santez Lusia , livet gant Domenico di Pace Beccafumi.

Santez Lusia, gwerc'hez merzheriet e Kêr Sirakuza a vez lidet he gouel dre holl en iliz katolik d'an 13 a viz Kerzu. Dirak he barner e tisklerias n'he doa nemet ur c'hoant : "plijout d'ar C'hrist Jezuz hepken", ha barnet e voe dre se d'ar marv. Brudet eo da vezañ hanterourez vat en degouezhioù a seblant bezañ diziskoulm. He delwenn, e iliz Meilh-ar-Wern, a zo brudet mat.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy