Mammout

† Mammout

Mammout
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Proboscidea
Kerentiad : Elephantidae
Genad : Mammuthus
Anv skiantel
Mammuthus
Brookes (1828)
Annezva
Afrika, Europa, Asia, Norzhamerika
Prantad
Plioken, Pleistoken, -4,8 da -0,0037 Ma AK
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar mammouted a oa bronneged en urzhad Proboscidea hag er c'herentiad Elephantidae.

Bronneged etre 1 ha 4,3 m o uhelder, etre 310 ha 9 000 kg enno e oant, dezhe ur penn tuzum gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, gant izili stummet evel pileroù ha pemp biz dezhe. Aet e oa bihan ment o divskouarn ha hini o lost.
Tri gwiskad kroc'hen a oa dezho evit en em zifenn diouzh an diavaez : 8 cm evit ar gwiskad lard, 2 cm evit ar c’hroc’hen ha tri seurt blev, ar re ziwezhañ 1 metr hirder evit en em zifenn diouzh an amzer.

En Afrika e voe kavet ar c'houenn goshañ anezhe, Mammuthus africanavus.

Bevet o deus adalek mare ar Plioken (5 milion a vloavezhioù zo) betek an Holoken (war-dro 3 700 vloaz zo). Ar mammouted diwezhañ a oa c'hoazh o treistbevañ en Enez Wrangel a-vaez da Siberia p'edod o sevel Piramidenn vras Gizah en Henegipt.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy