Mark Kerrain

Mark Kerrain
Mark Kerrain
Mark Kerrain, e miz Gouere 2009, e staj KEAV e Kastellin.
Anv ofisiel Marc Kerrain
Anv pluenn Mark Kerrain
Sacha Bounta
Joran ar Grug
Obererezh Kelenner
Troer
Yezhadurour
Ganedigezh e 1952
e Runan, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg ha galleg
Enorioù Gant troidigezhioù :
Oberennoù pennañ
Ni a gomz brezhoneg
Teurel blaz war ar yezh
Harry Potter ha maen ar furien (Troidigezh)

Mark Kerrain, zo bet ganet e Runan (Bro-Dreger) d'an 19 a viz Du 1952. Kelenn a ra brezhoneg er skol-noz e Roazhon adalek 1969 : da gentañ e voe gant Skol an Emsav e-pad un 20 vloaz bennak, ha goude gant Sav-Heol, adalek 1991 betek 2011. Unan eus paotred skipailh Yod-Kerc'h eo bet, evel un toullad studierien er bloavezhioù 1970. Bet eo e-touez saverien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980 gant Tudual Kalvez ha Jean-Claude Morvan ha Beatris Jouin. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Breizh-Uhel goude bezañ bet pell amzer o vont a lise da lise. Skrivet en deus meur a bennad e-barzh Al Liamm ha Bremañ, troet danevelloù ha romantoù, savet un nebeud kontadennoù hag un toulladig kanaouennoù, darn anezho evit ar vugale, hag aozet danvez-kelenn.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy