Martin Heidegger

Martin Heidegger (1960)

Martin Heidegger (26 Gwengolo 1889 e Meßkirch - 26 Mae 1976 e Freiburg im Breisgau), a oa ur prederour alaman. Levezonet e oa gant hengoun an anadennoniezh (fenomenologiezh) eus e vestr Edmund Husserl, gant prederouriezh ar vuhez ivez dre skrivagnerien evel Wilhelm Dilthey pe Søren Kierkegaard, ha fellout a rae dezhañ mont dreist ha pelloc'h gant ur voudoniezh nevez. Diskar prederouriezh ar c'huzh-heol ha ganedigezh ur weledigezh nevez eus ar bed e voe pal pennañ Heidegger.

E 1926 e skrivas e gentañ oberenn vras Sein und Zeit ("Boud hag amzer"), hag a daolas skeudenn gentañ ar Fundamentalontologie savet gantañ. Embannet e voe e 1927.

E kreiz ar bloavezhioù 1930 e krogas ur studi war istor brederouriezh ar c'huzh heol. Graet e voe un dielfennadur burutellerel eus ar skrivagnerien pennañ e keñver ar voudoniezh, an anadennoniezh hag an hermeneutek.

Kalz rendaeloù en deus lakaet e oberenn da sevel. Lod a sell outañ evel unan eus ar brasañ prederourien ar c'hevandir tra ma ne vez gwelet gant lod all en e oberenn ken ur gregaj digomprenus. E zarempredoù gant an ideologiezh nazi o deus talvezet dezhañ kalz tamalloù.

Eurediñ a reas d'an 21 a viz Meurzh 1917 gant Elfride Petri. Tad e oa da zaou vab : Jörg hag Hermann. Brudet eo ivez e zarempred gant Hannah Arendt.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy