Maseru eo kêr-benn Lesotho ha distrig Maseru. Emañ war ribloù ar stêr Mohokare a verk an harz gant Suafrika. Maseru eo ar gêr vras nemeti er vro, annezet gant 227 880 a dud (2006). Ur c'hamp-polis e oa ar gêr en deroù ha kêr-benn ar vro e teuas da vezañ pa'z eas Basutoland (anv kozh Lesotho) d'ur vro dindan warez eus Breizh-Veur e 1869. Hec'h anv a dalvez Lec'h ar c'hragoù ruz e sothoeg[1].