MediaWiki

Logo ar MediaWiki

MediaWiki zo ur meziant wiki evit ar Web. Implijet eo gant an holl raktresoù eus ar Wikimedia Foundation. Ouzhpenn-se ez eo implijet ivez evit an holl wikipediaoù diazezet e Wikia. Savet e voe evit un implij gant ar Wikipediaoù, hag implijet e vez al lusker abaoe 2008 gant embregerezhioù evit aozadur ha renkadur o restroù. An embregerezh stadunanat Novell da skouer a implij al lusker evit meur a lec'hienn web perc'hennet ganti hag a vez graet implijoù bras anezho. Kevredigezhioù evel Wikitravel, Mozilla pe ar raktres Ékopedia a implij ar savenn ivez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy