Michael Schumacher | |
---|---|
Michael Schumacher e 2010 | |
Bro | Alamagn |
Deiziadoù | 3 a viz Genver 1969 |
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 | |
Bloavezhioù o redek |
1991-2006, 2010-2012 |
Skipailhoù | Jordan (1991) Benetton (1991-1995) Ferrari (1996-2006) Mercedes (abaoe 2010) |
Prizioù Bras | 291 |
Trec'hioù | 91 |
Plasoù pol | 68 |
Podiomoù | 154 |
Titloù | 1994, 1995, 2000, 2001, 2002, 2003, 2004 |
Michael Schumacher zo ur blenier kirri-red e Formulenn 1. Lesanvet Schumi, gounezet en deus seizh titl etre 1991 ha 2006 gant Benetton ha Ferrari a-raok mont war e leve. Distroet eo e 2010 gant Mercedes e-kichen Nico Rosberg evit tri bloavezh ha mont kuit eus ar Formulenn 1 a ra adarre e fin 2012.
Anavezet eo Michael Schumacher evit kaout meur a rekord, hini ar muiañ trec'h (91 trec'h etre Priz Bras Belgia 1992 ha Priz Bras Sina 2006), hini ar muiañ plasenn bol (68), ha rekordoù all. Anavezet eo a-wechoù evit e emzalc'h a-enep ar fair play, ouzh Damon Hill e 1994, ouzh Jacques Villeneuve e 1997 pe ouzh Rubens Barrichello e 2010 da skouer.
Breur Ralf Schumacher eo, en deus redet e F1 etre 1997 ha 2007. E vab Mick a zo krog da redek e karting ha ober a ra berzh war a seblant.
Er sizhun diwezhañ ar bloavezh 2013 eo bet gloazet Schumacher d'e benn dre ur gwallzarvoud ski e Bro-C'hall. Emañ e koma evit ar poent, met "er prantad dihuniñ" hervez ar vezeien hag e familh.